BOA logo

ALEX BEAUPAIN "Pourquoi battait mon coeur" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 22 sec 26 Meán Fómhair 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Anavet ew Alex Beaupain ewid boud komposet musik filmow Christophe Honoré (Dans Paris e 2006, Les chansons d'amour e 2007, Non ma fille tu n'iras pas danser e 2009 pe hoazh ar blez-mañ Les bien-aimés), mes enrollet neus albomiow personel iwe : Garçon d'honneur e 2005 ha 33 tours e 2008, ha setu arru e zisk newez : Pourquoi battait mon coeur. Àr dachenn ar sonerezh ema bet maget an den a Vesançon ged an anwiow bras (Brel, Barbara, Brassens), ha dre vras ged ar hanennow-buhezskrid, ar velkoni hag an toniow pop : Gainsbourg, Souchon, Daho, Murat, Bashung. En e bladenn diwezañ e komsa a garantez, ba kanennow don ha personel-bras ; da 36 vlez a konta deomp penaos e kara, penaos en deus poan, penaos e hwila, ha pessort spi neus. Santet vez getoñ dudi ar sinema iwe, gouied a ra sevel posiow fin ha toniow efedus àr-un-dro, pezh so anad dija ba'r single kentañ, "Au départ". Setu un arzour a dalv ar boan boud anavet gwell, pezh a ramp ba PopSkeud hed-a-hed ar sizhun. CHARLOTTE GAINSBOURG "Terrible angels" SP (2011 . Because Music) DA SILVA "Dans le décor" in La tendresse des fous (2009 . TôtOuTard) CONSTANCE "That road" in Once twice (2011 . TôtOuTard) CONSTANCE "Tender fools" in Once twice (2011 . TôtOuTard) NACASH "Un beau dimanche d'été" in Un beau dimanche d'été (2011 . MGN Music) CHARLES AZNAVOUR "Va" in Toujours (2011 . EMI) ALEX BEAUPAIN "Au départ" in Pourquoi battait mon coeur (2011 . Naïve)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA