BOA logo

ARVEST "Tri diaoul" (2010) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 59 sec 28 June 2010

Er rann-mañ
e komzer :

Tri diaoul titl o albom, ha newazh emaint pewar. Ar strollad festow-nos Arvest neus embannet e drede albom e 2010, ha gete ar mem stumm a-houde an eil : David er Porh d'ar gitar, Aymeric Le Martelot d'ar hlawier, hag ar ganerion Yann Raoul hag Yves Jégo. An dow gompaer-mañ vez genomp a-hed ar sizhun, ged kanennow newez-flamm d'ar liessañ, toniow ha posiow. E galleg pe e breton, ha liw ar gwenedeg gete a-dra-sur, mes dañsow a beb kornad ag ar vro. Ur gavotenn a-ziàr santimantow mad ar pennow-bras ha ne vagant ket ar re vunud ("Debrit mat !"), un ton-vals a-eneb d'ur bed peurunvan ("An alc'hwezioù"), pe iwe d'hanter-dro ewid kanal gloer d'an heol ("Kuzhet"). E fin ar sizhun e lidint o 10 vlez a leurenn, ba Rianteg. Àr-un-dro ged o disk e ra diw reson vad ewid o degemer ba PopSkeud ! ROLAND BECKER "Kan pear" in Chants dans la nuit (2008) ARVEST "Tri diaoul" in Tri diaoul (2010 . L'Oz) NEIL YOUNG "Like a hurricane" in American stars 'n bars (1977 . Reprise) ARVEST "Debrit mat !" in Tri diaoul (2010 . L'Oz)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA