BOA logo

RACHID TAHA "Zoom" (2013) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 29 sec 03 Meitheamh 2013

Er rann-mañ
e komzer :

Chom a ra hoazh arzourion gall añgajet, kounnaret, hag a zigora o begow ewid disklêriiñ ar rassism, stourm a-eneb d'ar forherezh, ha klask abeg d'ar gensentidegezh. N'int ket kalz marse, mes a-houde pell ema Rachid Taha unan anehe. Ar blez-mañ e embanna e nawved albom-studio, Zoom. Àr dachenn ar son e talha da aliañsiñ musikow ar Maghreb ged ar rock hag ar chanson, anad-mad ew é weled en deus adenrollet kanenn Elvis Presley "Now or never" (un duo arabeg-saosneg ged Jeanne Added), ha rentet enor da Oum Kalsoum (ba "Zoom sur Oum" e klewer samplow ar vouezh vras a Ejipt). Kenlabouret neus iwe ged ar produer ha soner-kitar Justin Adams, àr-an-dro ged son hengounel luth Hakim Hamadouche ba "Wesh (N'Amal)". Ni adkava e gomper Mick Jones (The Clash) barzh un "Aljerian tango" efedus, ha - mar plij - Brian Eno ewid ur stumm newez ag e dub "Voilà voilà". Ba'r posiow e adkavamp nerzh hag iwe spered ar haner, aes ew da ziviniñ dre ar geriow galleg pe saosneg strewet amañ hag ase e-mesk an arabeg. N'ew ket achu ged kas-an-estren hiriw-an-deiz, Rachid Taha her lâra dalhmad. CHARLES TRÉNET "Douce France" (1943) JACQUES HIGELIN "Seul" in Beau repaire (2013 . Jive Epic) JACQUES HIGELIN feat. SANDRINE BONNAIRE "Duo d'anges heureux" in Beau repaire (2013 . Jive Epic) TÊTES RAIDES "L'éphéméride" in Corps de mots (2013 . Tôt Ou Tard) DIDIER WAMPAS & BIKINI MACHINE "Ouhouh" in Comme dans un garage (2013 . Atmosphériques) DIDIER WAMPAS & BIKINI MACHINE "Viré de Skyrock" in Comme dans un garage (2013 . Atmosphériques) RACHID TAHA "Wesh (N'Amal)" in Zoom (2013 . Naïve) Liammow an deiz : > Rachid Taha ha > Têtes Raides > Bikini Machine > Charles Trénet > Didier Wampas > Jacques Higelin
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA