BOA logo

SAORI JO "Home 2.17 a.m." (2013) 1/3

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 46 sec 06 mai 2013

Er rann-mañ
e komzer :

Ganet ew ba Alzass, mes orinow he deus e peb leh ha kanal a ra ba saosneg. Da 6 vlez he doa komañset Saori Jo da soniñ ar piano, a-pa oa bihan he doa selowet doh musik ar 60s ha 70s, hag un deiz bennag he doa 'n em lakaet da sevel he hanennow-hi. Liessort ew he levesoniow, ha liesliw he stil neuse : rock, pop, ur vouezh greñv ha sklàer, a laka da soñjal ba Kate Bush a-wezhow. Saori Jo deus troet ur bochad àr ar leurennow, en diavaes a Frañs iwe, ema he brud é kreskiñ. Bremañ he deus krouet un 60 kanenn bennag, hag e 2013 he deus dibabet ar gwellañ re anehe ewid embanniñ he albom kentañ : Home 2.17 a.m. Geti e voiajamp ba'r rock progressiv ("Doll's revolution"), an trip-hop ("Run away"), ar 60s ("Divine madness"), ar folk akoustik ("Hide and die") pe ton pop ar single "Some chocolat". Ian Anderson, a Jethro Tull, vez klewet d'ar flaouit-treus ba "Fairy world", Saori doa sonet ewid lodenn gentañ ar strollad. Ur personelezh interessus he deus ar vaoues yowank-mañ, ur son pinwig ha mennoiow lan he fenn, anad ew ; nerzh a zegassa deomp dre he disk kentañ, kement edan heol an deiziow kaer, kement èl da ziw eur seiteg da vitin ! OLIVIA RUIZ "La chica chocolate" in La chica chocolate (2008 . Polydor) ROKIA TRAORÉ "Lalla" in Beautiful Africa (2013 . Nonesuch) BIGA RANX "Zip bag" in Good morning midnight (2013 . IMG "Faya rigdao" (2013) RAPHAEL GUALAZZI "Don't call my name" in Happy mistake (2013 . Blue Note) SAORI JO "Some chocolat" in Home 2.17 a.m.*** (2013 . Cosmopolite Records) Liammow an deiz : > Saori Jo ha > Biga Ranx > Olivia Ruiz > Rokia Traoré > IMG > Raphael Gualazzi
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA