BOA logo

JAMES BLAKE "Overgrown" (2013) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 54 sec 22 Aibreán 2013

Er rann-mañ
e komzer :

Savet ew Savet ew James Blake a Zeptford ba banlew Londres. Desket neus ar piano, studiet neus ar musik poblel ba skol-veur Goldsmiths, ema sod ged Stevie Wonder, D'Angelo, kement èl Burial pe Mount Kimbie.Troiow 2009 en doa 'n em lakaet da enrolliñ maketennow. E 2010 en doa embannet ar vinyl "Air & lack thereof" ha getoñ e oa bet remerket-mad. Goude eh eus bet ar singliow "CMYK" ha "Limit to your love" (awenet ged Feist), ha lañset oa da vad. Goude e albom eponym kentañ e 2011 e kenniga James Blake e eil pladenn hir, Overgrown. Bouklow iskis a vez savet getoñ, ha kanal a ra àrnehe a-zivoud ar poaniow a spered. Doned a ra e vouezh - ken braw ha lugernus - a nebtu, soniñ a ra drol, ha dishañval e peb kanenn. Dre vras ema douss an aergerl, mes don hag en aer àr-un-dro, yenig, kreñv, hrewez linennow dubstep ha soul. Klewed a ramp mouezhiow arall, gwir pe samplet, sonigow elektro é vont hag é tont... James Blake neus pedet RZA (Wu Tang Clan) ba "Take a fall for me", kenskrivet neus ged Brian Eno ("Digital lion"), a-du'rall ema e labour personel. Ur bladenn saos ag ar re vrawañ ew Overgrown, hag a blijay da faned an ambiañsow pur ha modern. VISAGE "Fade to grey" in Visage (1980 . Polydor) DAFT PUNK feat. PHARRELL WILLIAMS, NILE RODGERS "Get lucky" in Random access memories (2013 . Columbia) WILLY MOON "Yeah yeah" in Here's Willy Moon (2013 . Island) WOODKID "I love you" in The golden age (2013 . Green United Music) JAMES BLAKE "Retrograde" in Overgrown (2013 . Polydor) MISS KITTIN "Eleven" in Calling from the stars (2013 . WSphere) Liammow an deiz : > James Blake ha > Woodkid > Daft Punk > Mis Kittin > Willy Moon
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA