Savet ew
Trevor Powers ag an Idaho, a gêr Boise, ha ba'r skol-veur du-se en doa komañset da sevel kanennow etre ar lessoniow, pezh so dàet da voud e albom kentañ diwezatoh,
The year of hibernation. Enrollet noa ba'r gêr (kambr, kuisin ha garaj), laket noa e labour àr ar genrouedad, ha gellet noa siniñ ged Fat Possum Records, en ur gemer iwe
Youth Lagoon ewid boud e anw-leurenn. E zisk kentañ, liwet ged musik pop lo-fi ha lousig, lesireg, troet d'an diabarzh, so bet remerket-mad. E 2013, da 23 blez, e embanna e eil albom,
Wondrous bughouse, ha dija e vez keñveriet ged
The Flaming Lips,
Animal Collective, ha mem
Pink Floyd.
Kanennow èl "Mute" a ziskoueza penaos ema waet àr-raog
Youth Lagoon edan tri blez, penaos ema finnoh hoazh e son, ged syntheiow sklàer ha kitarow lugernus. Àr un tu'rall ema kuzhet ataw e vouezh, pell ba'n don ag ur sort ilis-veur, ur fesson da zisplegiñ e imbourh : faotiñ a ra dehoñ kompren spered mab-den. Getoñ e ploñjamp don, raog doned er-maes àr-lerh, ar lusk- dilusk-mañ vez kavet ba peb kanenn gosig.
Un arzour é klask ew, hag ur fromm bras hen ambroug en e gest.
NEW ORDER "Blue Monday"
in 12" (1983 . Factory)
KATE NASH "Omygod"
in
Girl talk (2013 . Have 10p)
COCOROSIE "Gravediggress"
in EP
Gravediggress (2013 . City Slang)
YOUTH LAGOON "Dropla"
in
Wondrous bughouse (2013 . Fat Possum)
NEW ORDER "I'l stay with you"
in
Lost sirens (2013 . Rhino)
Liammow an deiz :
>
Youth Lagoon
ha
>
Kate Nash
>
New Order