Àrlene en doa embannet e eizhved albom, ha tripl :
Messina. Seizh mis diwezatoh, setu dija e 2013 nawved albom
Saez :
Miami. Afer en deus da goms ! Diàr-benn ar seks, an dud, ar bed, ar vuhez. A-eneb d'an hoant a argant, d'an desir a helloud ("Le roi"), d'ar sunerion-wad a beb sort, d'an dealerion-drammow ("Miami"). Ar saver-posiow-ha-toniow a Zijon, bet anavet ged an tub "Jeune et con" e 99, n'en deus ket chañjet hent na spered.
Ar son so rock en-dro, hag un nebeud kanennow a dalv ar boan boud lakaet àr-wel : , "Les infidèles", àr roudow
Noir Désir, "Pour y voir", tost doh e labour barzh an albom Paris e 2008 (unan tripl arall), pe "Des drogues", lan a nerzh hag anad. Ged re arall e kaver hirroh hon amser : "Rottweiler", "No more".
N'ew ket fall tamm'bed albom newez
Damien Saez, ha newazh e vehe gwell dehoñ marse enrolliñ nebeutoh ha sevel pladennow interessus en-o-hed. Plijus ew ur sort klewed un den rebel ataw, di-zalh a spered, hag inervet-mad... durant ma paday !
NOIR DÉSIR "Tostaky (Telepopmusic Mix)"
in
One trip / One noise (1998 . Barclay)
PHOENIX "Entertainment"
in SP (2013 . Loyauté . Glassnotes)
RACHID TAHA "Zoom sur Oum"
in
Zoom (2013 . Naïve
SAEZ "Miami"
in
Miami (2013 . Cinq7)
YEAH YEAH YEAHS "Sacrilege"
in SP (2013 . Interscope)
Liammow an deiz :
>
Saez
ha
>
Phoenix
>
Rachid Taha
>
Telepopmusic
>
Yeah Yeah Yeahs