BOA logo

LESCOP (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 46 sec 04 March 2013

Er rann-mañ
e komzer :

Un nebeud deiziow so ema waet d'an Anaon Daniel Darc, mes n'ew ket marw getoñ ar son new-wave gall ur sort. Penn-soner Taxi Girl neus heritourion, hag en-o-mesk : Lescop, savet a La Rochelle, ha bet anavet da gentañ ba'r strollad Asyl. Gete en doa enrollet pewar albom, raog komañs da sevel e ganennow-eñv ha 'n em lañsiñ solo e 2010. An arzour kentañ ew é siniñ ged Pop Noire, ar label krouet ged John & Jehn. Kenlabouret neus ged ar liesmusissian Gaël Étienne, assambl o deus kasset da-benn kanennow e albom kentañ. Lescop a gana ba galleg, levesonet ew bet - anad ew - ged Gainsbourg, Darc, Daho, Bérurier Noir, kement èl Joy Division ha The Doors. An dekoriow iwe : "Paris s'endort", Londres, Manchester, "Los Angeles", "La nuit américaine", "Tokyo, la nuit"; Ur personaj ew Lescop, etre gwirionez ar vuhez hag ar vuhez hunvreet ("Un rêve"), èl ba'r sinema. E vusik a sona pop ha coldwave, e doniow so efedus ("La forêt", un tub), e bosiow barzheg ha yen... ged Lescop e antreamp barzh ur stil gall arall, mod-kozh ha newez-flamm àr-un-dro. Iskis. TAXI GIRL "Cherchez le garçon" in Cherchez le garçon (1980 . EMI) YAN WAGNER feat. ÉTIENNE DAHO "The only one" in Forty eight hours (2013 . MIKE OLDFIELD "To France" in Tubular beats (2013 . Edel) THE LUAS "Fifty fifty" in Animator (2012 . Dead Oceans Records) SCISSOR SISTERS "Baby come home" in Magic hour (2012 . Polydor) LESCOP "La forêt" in Lescop (2012 . Pop Noire) Liammow an deiz : > Pop Noire ha > Taxi Girl > The Luas > Mike Oldfield > Scissor Sisters
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA