BOA logo

ASAF AVIDAN "Different pulses" (2013) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 59 sec 04 Feabhra 2013

Er rann-mañ
e komzer :

Ur haner ha saver-kanennow a Israel ew Asaf Avidan, e stil : folk-rock. E vouezh vez keñveriet lies ged re Robert Plant pe Janis Joplin. Anavet oa bet ged e strollad The Mojos hag o albom kentañ The reckoning e 2008, Ha grass d'ar single "Weak" iwe. Enrollet o deus meur a zisk, troet o deus ur bochad àr ar leurennow er bed a-bezh (Israel, Kanada, Indes, Berlin pe Karaes), raog gober un ehan. Asaf neus-eñv bepred sonet solo àr-un-dro iwe, ha setu dàet er-maes e albom kentañ, Different pulses, juste goude sukse an admiksadenn ag ar ganenn "One day / Reckoning song" ged ar Berlinad Wankelnut... degouez a ra mad ! Ged e albom personel e tigora Avidan ur vouest newez, heb The Mojos neuse, ha banehi soniow arall, trip-hop ("Cyclamen"), pop a stumm ("Setting scalpels free"), awenet ged ar 60s ("Thumbtacks in my marrow"). Ar bladenn n'ew ket joaius, skeudow teñwel a vez santet àr-dreñv ar hanennow, amañ ema ar mister. Propr ew ar broduksion, re marse, ha mankiñ a ra liw fraost ha gwirion ar pladennow kentañ. Àr un tu'rall eh a da bikiñ e-mod-se diwskouarn muioh a dud... Asaf Avidan ne faota ket dehoñ derhel da vont ged ar memes traow, àr raog eh a, àr e hent-eñv, ha dre vras ema plijus e albom solo kentañ. THE WHO "Behind blue eyes" in Who's next (1971 . Track. Decca . Polydor) DAVID BOWIE "Where are we now ?" in CDsingle (2013 . Columbia) WOODKID "Run boy run" in CDsingle (2013 . Green United Music) WOODKID "I love you" in CDsingle (2013 . Green United Music) DEVENDRA BANHART "Für Hildegard von Bingen" in Mala (2013 . Nonesuch) ASAF AVIDAN "Different pulses" in Different pulses (2013 . Telmavar . Columbia) Liammow an deiz : > Asaf Avidan ha > Wookdik > The Who > David Bowie > Devendra Banhart
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA