BOA logo

RONE "Tohu bohu" (2012) 1/3

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 52 sec 02 Genver 2013

Er rann-mañ
e komzer :

A Voulogne-Billancourt e ta Erwan Castex, ha Rone e anw-leurenn. Goude boud studiet ar sinema en deus kenlabouret ged an DJ Lucy (Luca Mortellaro), raog embanniñ e labour personel. Buan en deus plijet mad da dud an houlenn elektro, ba Frañs ha ba bro-Saos (Massive Attack da swker). E zisk maksi "La dame blanche" e 2009 so bet admikset ged Tyler Pope (LCD Soundsystem), ha degemeret vez mad er press. Sonet neus live ba meur a gêr vras àr dachenn an elektro : Barselon, Brest, Tokyo, Lyon, pe Berlin, 'menn ema é chom bremañ. Rone en deus embannet dow albom hir : Spanish breakfast e 2009, ha Tohu bohu e 2012. Ha n'ew ket mui un ael anehoñ, pas dalhmad ataw. Lies e komañsa difonn ha trankil an traow getoñ, mes lies iwe ne bada ket, ha souezhet vêmp buan ged luskow an diaoul. Nebeutoh minimalist ew an eil albom-mañ, mes derhel a ramp da nijal ha da hunvreal ged musik Rone ur sort, leveson ar sinema vez santet, ha pedet neus tud ohpenn : ar raper High Priest ba "Let's go", hag ar soner-violoñsel Gaspar Claus ("Icare"). Er fin a vis Genver e vo pedet en-dro Rone ged ar festival Astropolis ba Brest, ha kennig a ray du-se un arwest kenkrouet ged ar saver-video Ludovic Duprez... eh omp é hortos ! U2 "New year's day" in War (1983 . Island) ASAF AVIDAN & THE MOPS " One day / Reckoning song (Wankelmut rmx") in EP (2012 . FourMusic . Columbia . Sony) THE VACCINES "No hope" in Come of age (2012. Columbia) RONE "Bye bye macadam" in Tohu bohu (2012 . InFiné) ZÕN "Disul vintin" in Zõn (2012 . Klam Records) Liammow an deiz : > U2 > Asaf Avidan > DJ Wankelmut > The Vaccines > Ar label InFiné > Rone > Ar festival Astropolis > Ar label Klam Records
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA