BOA logo

Souezhadennow fin ar blez 1/5 : ar 60's

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 34 sec 24 Kerzu 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Ba program PopSkeud ar wezh-mañ, un heuliad souezhadennow hag ur voiaj ba'n amser àr-un-dro, ewid tremen assambl ar sizhun diwezañ ag ar blez 2012. Devalamp ged an degadow-bleziow, ag ar sixties beteg ar 2000s, ag ur Lun d'an arall, é selow doh hitow bras pe kanennow nebeutoh anavet, mes james edan o stumm a orin. Hed-a-hed ar blez hon eus 'n em guitaet lies, peb Gwener pe dost, ged kanennow adsonet hag a beb sort. Reizh ew neuse gober kement'rall ewid ar sizhun diwezañ-mañ. Kanennow adenrollet, re arall adsonet, duadow, pe mem treitouraj : mod-sen eh a ged ar rummad-mañ. Anavoud a ramp dija serten re so, mes a nebtu e ta lodenn vrassañ anehe... Gwrait bourrabl ewid fin ar blez ! KEREN ANN & BENJAMIN BIOLAY "L'idole des jeunes" in B.O. Thelma, Louise et Chantal (2010 . Columbia) EURYTHMICS "Tous les garçons et les filles" in Be yourself tonight (1985 . RCA) CHRIS GARNEAU "La plus belle pour aller danser" in B.O. Thelma, Louise et Chantal (2010 . Barclay) KATERINE & FRANCIS ET SES PEINTRES "Capri c'est fini" in 52 reprises dans l'espace (2011 . Barclay) LA GRANDE SOPHIE "Le jouet extraordinaire (Zip ! Bap ! Brrr !)" in Claude François, autrement dit (2008 . Mercury) THERION "Poupée de cire, p)oupée de son" in Les fleurs du mal (2012 . End Of The Light Records) DALIDA*** "Petit Papa Noël" in 45t (1960 . Barclay) Liammow an deiz : > Keren Ann > Benjamin Biolay > Eurythmics > Chris Garneau > Katerine > La Grande Sophie > Thierion > Dalida
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA