BOA logo

BAT FOR LASHES "The haunted man" (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 24 sec 12 Du 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Goude dow albom, Fur and gold e 2006 ha Two suns e 2009, en deus kresket mad brud Natasha Khan hag he raktress Bat For Lashes er bed a-bezh. Ar Saoses (an hanter ag he orinow ba Pakistan) deus embannet e 2012 The haunted man, hennezh a vez gwelet àr ar golo, àr he hein, ken noazh èlti, ur poltred braw tennet ged Ryan McGinley, mar plij ! Ar vaoues yowank deus bepred kavet he awen en he hunvreow, etre ar goulow hag an teñwelder, dow du ar vuhez, dow du Mab-Den. Etre Björk ha Kate Bush en he laker lies, ar levesoniow-se vez kavet dalhmad ba kanennow so ba'n albom, mes voiajiñ a ra pelloh Natasha Khan, etre luskow-meuriad ("Horses of the sun") ha kan mod-sakr ("Lilies"), mouezhiow-paotred mod-soudard ("The haunted man") pe an titl instrumantel "Deep sea diver", hag ur blijadur vras ew 'n em leuskel d'he heuliiñ. An anwiow-bihan a blija dehi ataw : a "Laura" ha "Marilyn" e kaosea an taol-mañ, an toniow efedussañ sur'walh hag ar re e-leh e tiskoueza brawite ha nerzh he mouezh. A-hed ar bleziow hag ar pladennow eh a àr-raog Bat For Lashes, èl reson, mes àr-he-gwarigow, goustadig, ha sontil ew ar chañjamantow-hent enta. Seblantiñ a ra boud hañval, ha newazh e voulja, ken douss èl ar hazh àr an erh, ewid hon ambroug beteg donder he spered. SADE "Smooth operator" in Diamond life (1984 . Epic) JESSIE WARE "Running" in Devotion (2012 . PMR . Island) NEIL YOUNG "For the love of man" in Psychedelic pill (2012 . Reprise) GONZALES "White keys" in Solo piano II (2012 . Gentle Threat) BAT FOR LASHES "Laura" in The haunted man (2012 . Parlophone) Lehiennow an deiz : > Sade > Jessie Ware > Neil Young > Gonzales > Bat For Lashes > Ryan McGinley (poltredour)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA