A-houde
La superbe e 2009 ema dàet
Benjamin Biolay da voud anavet g'an oll, ha - dreist-oll - e dalant iwe. E 2012 e embanna e seizhved albom,
Vengeance, un disk savet braw ha kempoueset mad : an den so trankilloh, mes chom a ra treantus e vusik, a gonta muioh bremañ eid e visaj pe e veg-bras.
Hiriw-an-deiz en deus kavet
Benjamin Biolay e leh, e stil hag e vouezh. Hed-a-hed e ziskow en deus diskouezet e hella boud ur hrooner modern, ged muioh a nerzh bremañ. Skriviñ a ra dalhmad a-zivoud ar garantez (luziet lies), ar vuhez, ha mem ar lewenez, en ur gemer hentow dishañval : toniow-bale, liwiow new-wave ("L'insigne honneur"), rock, rap, jazzy pe elektro... Pinwikaet neus e stil-eñv ("La fin de la fin"), mes souezhadennow so ohpenn. Ar wezh-mañ en deus pedet un nebeud tud a beb sort, èl
Vanessa Paradis ("Profite"),
Orelsan ("Ne regrette rien") pe
Carl Barât (The Libertines) ba'r ganenn-ditl.
BB neus gwraet e walh ewid sevel ur bladenn liesliw hag unvan, a galite uhel hag aes da glewed, ha dàet ew da benn. D'e soñj e sona braw ar ger ///vengeance///, gwir ew ataw dre e zisk newez, lugernussoh eid e euvrow kent, ha seiiñ a ra mad dehoñ 'benn ar fin.
BERGER / GALL "Laissez passer les rêves"
in
Double jeu (1992 . Warner Music)
>
Ur lehienn a galite a-zivoud France Gall
FRANÇOISE HARDY "Pourquoi vous ?"
in
L'amour fou (2012 .
>
Lehienn ofissiel
ROBBIE WILLIAMS "Candy"
in
Take the crown (2012 . Island)
>
Lehienn ofissiel
DISIZ "Moïse"
in EP
Lucide (2012 . Lucidream)
>
Lehienn ofissiel
RAPHAEL "Manager"
in
Super-Welter (2012 . EMI)
>
Lehienn ofissiel
BENJAMIN BIOLAY "
in
Vengeance (2012 . Naïve)
>
Lehienn ofissiel