BOA logo

C2C "Tetr4" (2012) 1/4

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

30 mn 0 sec 29 Deireadh Fómhair 2012

Er rann-mañ
e komzer :

E 1998 e oa bet krouet Coups 2 Cross, dàet da voud C2C, ba Naoned, ged an DJed 20Syl ha Greem (Hocus Pocus), hag Atom ha Pfel (Beat Torrent). Adaleg 2001 o doa embannet diskow vinyl breakbeat ewid ar re'rall, adaleg 2003 emaint bet klasset mad ba kenskrivadegow-miksiñ a-stroll, ha diviset o deus da embanniñ erfin soniow savet gete o-unan. Goude an EP Down the road er penn kentañ a 2012, a so bet gwerzhet e-leizh, arru ew an albom Tetr4. Milierow a dud a ya d'o hlewed àr ar leurennow, ur gwir marzh ew. N'ew ket Tetr4 un disk DJed hañval doh ar re'rall kar an arzourion-mañ a sava gwir toniow a-ziàr o samplow-hè. Musissianed int, anad ew, setu perag eh ant pelloh eid ar skratch, pelloh eid an turntablism, klewet vez a-benn ba "The cell", an ton-hunvre a zigora ar bladenn. Ba "Down the road" e klewer blues, kejiñ a rant elektro ha hip-hop, pedet o deus ur bochad tud (Jay-Jay Johanson ba "Give up the ghost", Pigeon John ba "You", Gush ba "Genius"), rig ew ar spered ("Together"), hag efedus-bras an disoh, parfed ewid ho lakaad da zañsal ("The beat"). Da voud klewet ha klewet en-dro, heb arsav ! QUEEN "Bohemian rhapsody" in A night at the opera (1975 . EMI) > Lehienn ofissiel PETIT FANTÔME "Aujourd'hui c'est les vacances" in Yallah (2011 . Animal Factory) > Pajenn MySpace STEPHAN EICHER "Le sourire" in L'envolée" (2012 . Barclay) > Lehienn ofissiel MUSE "Survival" in The 2nd law (2012 . Warner Bros) > Lehienn ofissiel DADA LIFE "Kick out th epic motherfcker in The rules of dada (2012) C2C "Down the road" in Tetr4*** (2012 . On And On) > Pajenn ar label
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA