BOA logo

ZEBDA "Second tour" (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 36 sec 09 Gouere 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Distroet ew Zebda e 2012, ha nerzh gete, goude un ehan a 7 vlez. Embannet o deus o hwehved albom, Second tour, lan a ganennow festus, awenet ataw ged talvoudegezhiow human, ar hengred, an eskemm. Magyd Cherfi, Mustapha, Hakim Amokrane hag o hileed n'o deus ket kollet ar spered en doa o laket da voud anavet ha karet e fin ar 90s. "Tomber la chemise", "Le bruit et l'odeur"... berzh en doa gwraet Zebda d'ar mare-se, en diavaes a Frañs iwe, meur a lore o doa bet, hag e 2003 o doa 'n em lañset ba raktressow solo. Àrlene e oant bet klewet àr ar leurenn en-dro, ged o sroiad anwet Premier tour, ha kemenniñ a rae an albom da zoned. Posiow a-zivoud an deskadurezh ("Les deux écoles"), an niqab ("Le théorème du châle"), an dud disvroet ("Un je ne sais quoi")... Toniow ha kempennow liesliw : rock, ska, arab, oksitan... Gouiet o deus gouarniñ ur son hag a anavamp a-benn, ha chomel tost doh poaniow ha goueliow ar gevredigezh a-vremañ. Ur blijadur ew adkavoud ar paread a Doulouse, raog o hlewed e-pad an Erer-Kozh 'benn ar sizhun. FABIENNE THIBEAULT "Ma mère chantait" in Le blues à Fabienne (1982 . Warner) > Lehienn ofissiel LOUIS CHÉDID "Chat noir - Laurent Garnier Remix" in SP (2012 . Atmosphériques) > Lehienn ofissiel BENJAMIN PAULIN "Les fleurs en plastique sont éternelles" in 2 (2012 . AZ) > Lehienn ofissiel BB BRUNES "Coups et blessures" in SP (2012 . Warner) > Lehienn ofissiel ZEBDA "Le talent" in Second tour (2012 . Barclay) > Lehienn ofissiel MICHEL TONNERRE "Lorient Port-Louis" in Kanaka (2003 . Créon Musique) > Lehienn ofissiel
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA