BOA logo

BERTRAND BURGALAT "Toutes directions" (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

30 mn 0 sec 25 juin 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Ur homposer, produer hag admikser ew Bertrand Burgalat, ganet ba Korsika, e-leh m'en deus desket ar piano klassel. Da 10 vlez en doa klewet Pink Floyd, ha dàet da voud son ar 60s ha 70s awen e euvrow diwezatoh, heuliet ged elektro Kraftwerk. Dàet oa da voud anavet er 80s, en ur broduiñ arzourion arall, hag e 96 en doa krouet e label : Tricatel. Produet neus albom e vestres Valérie Lemercier, hag iwe Katerine, Jad Wio, Alain Chamfort, A.S. Dragon, Michel Houellebecq... Komposet neus B.O. Les nuits fauves, film Cyril Collard, admikset neus Depeche Mode pe Air... hag embannet neus pewar albom personel, Toutes directions an hani newesañ. N'ew ket ar brassañ kaner, mes bourrabl a ra, ha kenlabouret neus ged saveresed-posiow ag ar choas èl Barbara Carlotti pe Élisabeth Barillé hag o deus skrivet istoerigow iskis ha skañv ("Sentinelle mathématique"). 14 kanenn, komposet, kempennet ha produet ged Burgalat e-gunan. Un ollved-musik unvan, daousto d'an titl, ha pinwig a son : funky (Bardot's dance"), friant ha jazzy ("Too much"), pop ("Bar Hemingway") pe douss ha kool ("Sous les colombes de granit"). Hañval ew an albom doh e grouer : en diavaes ag an amser ha modern àr-un-dro, chik ha fin... ken plijus ma ra an hoant da zisoloiñ e euvrow kent ohpenn. MICHAEL JACKSON "We've got a good thing going" in Ben (1972 . Motown) > Lehienn ofissiel JUSTIN BIEBER "Die in your arms" in Believe (2012 . > Lehienn ofissiel LOU DOILLON "I.C.U." in EP I.C.U. (2012 . Barclay) > Lehienn ofissiel MAX BOUBLIL "Exhibitiodance" in Le 2ème album (2012 . Bamago) > Lehienn ofissiel LES BECS BIEN ZEN "Y'a des vols" in Peau d'homme (2012 . L'O Dans L'Gaz) > Pajenn MySpace > Lehienn ofissiel BERTRAND BURGALAT "Bardot's dance"" in Toutes directions (2012 . Tricatel) > Lehienn ofissiel > Lehienn ofissiel e label BRIGITTE BARDOT "Les amis de la musique" in Brigitte (1963 . Philips) > Lehienn he faned > lehien he fondassion
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA