BOA logo

SEXION D'ASSAUT "L'apogée" (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 30 sec 18 Mezheven 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Ur strollad rap gall ew Sexion d'Assaut, krouet e 2002 ba Paris. Dàet int da voud ar brassañ gwerzhourion diskow er stil-mañ, na boud e vez klasket faot gete lies. E 2012 e kennigant o eil album, L'apogée, ha ged un titl sort-se n'hellant ket fari. Anavet int ewid o fosiow simpl savet ewid kevrediñ an dud (doh ar seblant n'int ket mui a-eneb d'ar re gay bremañ...), ha frasennow simplig a gassa o mennoiow lies ("Avant qu'elle parte", en enor d'ar mammow, so ur skwer vad). Àr dachenn ar hempennow o deus labouret mad ewid sevel aergerliow liesliw : reggae da zañsal ("Africain"), elektro ("Wati house"), funk ("Assez"), toniow-bale rap iwe ("Problèmes d'adultes"), pe rock memes ("Ma direction"), ha gwir kan meur a wezh ("Paname, allons danser"). Dre vras ema kreñv ha don ar son, hag aoset-mad etrese : beb soner neus e leh-eñv. Efedus ew dalhmad ar punchlines, ha peb titl a hellahe boud ur single. Pell ew bremañ an amser a-pa oant speredet-fall, kresket o deus, azwet o deus, hag enrollet ur bladenn binwig ha liessort. Sexion d'Assaut deus chañjet, lod a lâr o deus digoret re doriow an hip-hop : peb unan a ray e soñj... DEE NASTY "Paname City rappin' " in Paname City rappin' (1984 . Funkzilla Records) > Pajenn MySpace ORELSAN feat. GRINGE "Ils sont cools" in Le chant des sirènes (2011 . 3è Bureau) > Pajenn MySpace USHER "Can't stop won't stop" in Looking 4 myself (2012 . Sony) > Lehienn ofissiel SEXION D'ASSAUT "Mets pas celle-là" in L'apogée (2012 . Wati B) > Lehienn ofissiel MISTER YOU "J'regarde en l'air" (bomm) in Dans ma grotte (2012 . Def Jam) MISTER YOU "La mouche" in Dans ma grotte (2012 . Def Jam)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA