BOA logo

GOSSIP "A joyful noise" (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 49 sec 04 Mezheven 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Krouet oa bet ar strollad Gossip ba'n Arkansas e 1999, levesonet ged houlenn ar riot grrrls. Ged un nebeud enrolladennow emaint dàet da voud anavet ba'n underground amerikan, raog boud pedet da soniñ e lodenn gentañ koñsertow The White Stripes, Sonic Youth, The Kills pe Yeah Yeah Yeahs. E 2006 emaint bet anavet er bed a-bezh ged o srived albom, Standing in the way of control, ha brassaet neus o brud hoazh ged Music for men e 2009. O fenn-soneres, Beth Ditto, vez en he bleud àr ar leurennow hag en he horf, difenn a ra tu ar maouesed, gwisket strizh pe noazh er helowennow, ur vouezh kreñv ha sklàer geti. E 2011 he doa embannet un disk berr solo, elektro, ha distroiñ a ra e 2012, a-stroll, ged A joyful noise, enrollet ba bro-Saos ha ba'n Oregon, produet ged Brian Higgins. A-houde ar penn kentañ e oa bet klasset Gossip er stil dance-punk, raog kemer un hent popoh bremañ, kemennet dija ged ar single "Perfect world". A-viskoazh o deus mennet lakaad an dud da zañsal, gwir ew dalhmad, ged un albom dishañval a son, mes efedus-bras ataw. MARK RONSON feat. BOY GEORGE & ANDREW WYATT "Somebody to love me" in Record collection (2010 . Allido) SINGTANK "The party" in In wonder (2012 . East West) SINGTANK "Give it to me" in In wonder (2012 . East West) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace DJANGO DJANGO "Storm" in Django Django (2012 . Because Music) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace JUSTICE "Helix" in Audio, video, disco (2011 . Ed Banger) > Pajenn MySpace GOSSIP "Perfect world" in A joyful noise (2012 . Columbia) > Lehienn ofissiel
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA