BOA logo

ALAIN CHAMFORT "Elles & lui" (2012) 1/4

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

30 mn 0 sec 29 Mae 2012

Er rann-mañ
e komzer :

A-houde penn kentañ e respet, e fin ar 60s, en deus diskouezet Alain Chamfort meur a visaj, ha ne oant ket toud fidel d'e bersonelezh gwir. Hiriw-an-deiz ema un arzour gwirion, simpl ha gredus, chik ha fin, kement en e labour èl e zarempredow ged ar publik. Embannet neus e 2012 e 12ved albom, Elles & lui, hag ennoñ en deus adenrollet e vrassañ tubow, e duo ged maouesed hebken. Alain Chamfort noa komañset pell so, ged Jacques Dutronc, goude eh eus bet Claude François, Véronique Sanson, ha Serge Gainsbourg. Berzh en deus gwraet er 80s dreist-oll, ged e stil douss, e vusik fin ha chik. Olivier Schultheis, Jean-Pierre Pilot ha William Rousseau deus savet kempennow newez, ha kaneresed yowank o deus pedet hag a zegass aer fresk d'ar repertoar. Vanessa Paradis ("Malaise en Malaisie"), Inna Modja ("Souris puisque c'est grave"), Élodie Frégé ("L'ennemi dans la glace") pe hoazh Alizée ("Clara veut la Lune") hag un nebeud souezhadennow arall, setu un albom plijus ha skañv, ha mar bez melkoni ennoñ e ta a vrawite a orin euvrow Chamfort. Da voud selowet a-dra-sur. ALAIN CHAMFORT "Ce n'est que moi" in Ce n'est que moi (2000 . Sony) LES MODS "Mods theme" in 45t (1966 . Vogue) (Ar golo diskouezet so kani ur 45t kent.) ALAIN LE GOVIC "Locmariaquer" in 45t (1969 . Odéon) ALAIN CHAMFORT "Signe de vie, signe d'amour" in 45t (1972 . Flèche) ALAIN CHAMFORT "L'amour en France" in 45t (1973 . Flèche) ALAIN CHAMFORT "Le temps qui court" in 45t (1975 . Flèche) ALAIN CHAMFORT feat. AUDREY MARNAY "Manureva" in Elles & lui (2012 . Mercury) > Lehienn ofissiel
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA