BOA logo

CARMEN MARIA VEGA "Du chaos naissent les étoiles" (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

30 mn 0 sec 21 May 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Ganet ew Carmen Maria Vega ba Gwatemala, mes a-houde he naw mis ema é chom ba Lyon. Anavet he deus plijadur ar leurennow dre an teatr da gentañ, ha da 15 vlez he doa komprenet pessort mouezh he deus. Diwezatoh he doa anavet ar saver-posiow-ha-toniow Max Lavegie, emaint bet assambl er hoñservatoar, raog 'n em lañsiñ da vad. Goude ur bochad koñsertow ba Frañs hag un nebeud singliow e oant bet remerchet ba'r Francos ha ba Bourges, hag e 2009 o doa embannet o albom kentañ. E 2012 ema arru o eil pladenn, Du chaos naissent les étoiles, un disk rockoh ha fidel d'an nerzh a rant àr ar leurennow. Carmen Maria Vega a sava kanennow kriz ha lan a fent àr-un-dro, koms a rant a-zivoud ar gevredigezh hag he foaniow (ar single "On s'en fout" so efedus-bras), ar garantez iwe ("Le soldat"), un taol-lagad d'an hent gwraet gete dija ("Country"), ha koll a ramp hon dinite gete ("Au mariage de Christine"). Carmen Maria Vega deus kenlabouret ged tud a-fesson (Albin de la Simone, Mark Plati, Mathias Malzieu), ha kennig a rant deomp un albom plijus, lan a vegon hag a stered : gwramp bourrabl gete ! FRANCIS LALANNE "Reste avec moi" in Tendresses (1992 . Trema) RIDAN "Ah les salauds !" in Madame la République (2012 . Les Fleurs, Le Béton) > Pajenn MySpace BERRY "Si souvent" in Les passagers (2012 . Mercury) BERRY "Voir du pays" in Les passagers (2012 . Mercury) > Pajenn MySpace CARMEN MARIA VEGA "On s'en fout !" in Du chaos naissent les étoiles (2012 . AZ) > Lehienn ofissiel PONY PONY RUN RUN "Just a song" in Pony Pony Run Run (2012 . 3ème Bureau) > Lehienn ofissiel
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA