BOA logo

YASMINE HAMDAN (2012) 1/4

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 18 sec 14 Bealtaine 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Savet ew Yasmine Hamdan a Liban. En he bro he deus sonet musik trip-hop ged Zeid Hamdan, Soapkills vese gwraet ag o duo. Edan an anw YAS he deus kenlabouret ba Frañs ged Mirwais (an den noa produet kanennow ewid Madonna en he albom Music e 2000), hag embannet o doa Aräbology e 2009. Hiriw-an-deiz he deus adkemeret he anw gwir ewid kennigiñ deomp un albom burzhudus. Goude boud labouret ged ar soner-kitar Kevin Sedikki, er his folk, he deus 'n em gavet ged Marc Collin, ar musissian, komponer ha produer gall en doa kensavet ar raktress Nouvelle Vague). Hennezh neus poset e zanvez elektroneg hag e syntheiow àr doniow an dow re arall. E-mod-sen ma bet krouet un ollved-son hag a glota spiss ged mouezh Yasmine hag he rikamanow hengounel (ba "Irss" da skwer), sonet e arabeg. An toniow arab, tonal lies, vez harpet ged akordow simpl, ur liw pop ha bouklow-lusk tost d'ar horf. Fin ha don ew disk Yasmine Hamdan, fromus lies, pezh vez santet mad ba'r single kentañ, "Beirut", 'menn oa ganet, en ur vro er boan. Grass d'ar musik eh a ar vuhez àr zoussaad, a lârer ! ROBERT CHARLEBOIS "7 heures du soir" in Tout est bien (2012 . La Tribu) Lehienn ofissiel VÉRONIQUE SANSON feat. FANNY ARDANT "Amoureuse" in Les 40 ans d'Amoureuse (2012 . WEA) Lehienn ofissiel STONE & CHARDEN "Chanson sur une drôle de vie" in Made in france (2012 . WarnerMusic) MAURANE "Péplum" in Fais-moi une fleur (2011 . Polydor) Lehienn ofissiel Pajenn MySpace YASMINE HAMDAN "Beirut" in Yasmine Hamdan*** (2012 . Kwaidan Records) > Lehienn ofissiel
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA