Anwet ew e gwirionez
Clair Boucher, ganet ew e 1988 ba Vancouver, ha durant he studi ba Montreal he doa komañset da enrolliñ ha da soniñ ged an anw-leurenn
Grimes. Ar musik neus kemeret muioh-ha-muioh a leh en he buhez, kement m'ema bet laket er-maes an arzoures yowank ag ar skol-veur. Goude boud embannet kassedigow ha skignet he hanennow àr ar genrouedad he doa gellet embanniñ an enrolladennow-se ba dow albom e 2010, dre ar label
Arbutus ; anwet int
Geidi primes ha
Halfaxa.
Ur hejaj ew musik
Grimes a levesoniow elektro ha rock lo-fi, pezh a adkavamp barzh he srede disk,
Visions, dàet er-maes e mis Meurzh 2012. Ar Ganadianes yowank hor laka da hunvreal ha da zañsal àr-un-dro, kasset ged liw ar 80s ba'r single kentañ, "Oblivion", ur son pop ba "Genesis" pe mem an hip-hop ("Eight").
Visions : un titl choaset-mad ewid selled doh an amser da zoned, ur gwir voiaj a-hed ar luskow hag ar stummow, mes dirañjus ur sort, kar a-gaos dehi ema red deomp chañch sell hag ankouaad an hentow digoret dija ged
Björk pe
Aphex Twin da skwer. Etre ar joa hag an anken, ne gavamp ket james hir hon amser ged pladenn
Grimes, na barzh he hoñsertow, doh ar seblant. Da voud anavet !
ROXY MUSIC "Avalon"
in
Avalon (1982 . Polydor)
>
Lehienn ofissiel
SÉBASTIEN TELLIER "Cochon ville"
in
My god is blue (2012 . Record Makers)
SÉBASTIEN TELLIER "My Poseidon"
in
My god is blue (2012 . Record Makers)
>
Lehienn ofissiel
HOOVERPHONIC "Heartrboken"
in
Hooverphonic with orchestra (2012 . Sony)
>
Lehienn ofissiel
GRIMES "Oblivion"
in
Visions (2012 . Arbutus / 4AD))
>
Lehienn ofissiel
SCISSOR SISTERS "Only the horses"
in SP
Only the horses (2012 . Mercury)
>
Lehienn ofissiel
>
Pajenn MySpace