BOA logo

MICHAEL KIWANUKA "Home again" (2012) 1/4

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 59 sec 30 Ebrel 2012

Er rann-mañ
e komzer :

E dud noa kuitet Ouganda ewid achap da ziktatouraj Amin Dada, ha ganet ew Michael Kiwanuka ba Londres. Kresket neus er 90s, é selow doh Nirvana pe Radiohead, plijoud a rae dehoñ an jazz iwe, studiet neus ar musik ba skol-veur Westminster, hag un deiz bennag en doa klewet kanenn Otis Redding "The dock of the bay", pezh neus eñv laket da vad àr hent ar soul. Ar soner-kitar yowank ha kaner so bet remerchet ged Paul Butler, soner ba The Bees, ar strollad a inisenn Wight. Gellet neus siniñ ur hontrad, hag e 2011 en doa kenniget diw ganenn : "Tell me a tale" hag "I'm getting ready", raog boud pedet da soniñ e lodenn gentañ koñsertow Adele. Plijet neus e labour d'ar vurutellourion, skignet ew bet lies àr ar BBC, grass d'e single kentañ, "Home again", titl e albom kentañ àr-un-dro. Folk ew e stil dre vras, liwet-mad ged ar soul hag ar gospel ("Bones"), don ha meurdezus, fin ha lugernus. Gouied a ra Michael Kiwanuka sevel kanennow, klassel, heb kopiiñ e ziagentourion ur sort. Talant en deus, ha klewet vez ! RUFUS WAINWRIGHT "April fools" in Rufus Wainwright (1998 . DreamWorks) RUFUS WAINWRIGHT "Out of the game" in Out of the game (2012 . Decca) > Lehienn ofissiel SIGUR RÓS "Ekki mùkk" in Valtari (2012 . Capitol) > Lehienn ofissiel MICHAEL KIWANUKA "Tell me a tale" in Home again (2012 . Polydor) > Lehienn ofissiel OTIS REDDING "(Sittin' on) The dock of the bay" in The dock of the bay (1968 . Volt / Atco) > Lehienn ofissiel
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA