BOA logo

SHAKA PONK "The geeks and the jerkin' socks" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 55 sec 27 Mezheven 2011

Er rann-mañ
e komzer :

E 2004 e oa bet krouet ar strollad gall SHK PNK, hweh musissian hag ur marmous virtuel anwet Goz. Kanal a rant e esperanteg, saosneg, alamaneg pe spagnoleg. Àr dachenn ar son e verant rock arnodel, funk pe hip-hop. Goude o eil albom, unan ag ar re wellañ dija, Bad porn movie trax e 2009, e kennigant ar blez-mañ The geeks and the jerkin' socks, hag arru da vad gete ar ganeres Samaha, ohpenn da vouezh Frah, ewid un disoh liesliw hag efedus-bras. Lodenn vrassañ an toniow amañ so bet savet ewid hor lakaad da zañsal, ha kerzhed a ra : n'heller ket klewed "Sex ball" pe ar single kentañ "Let's bang" heb 'n em lak da fichal a-dra-sur. Pedet o deus dow zen iwe : ar raper amerikan Beat Assailant (ba "Old school rocka") hag ar haner gall Bertrand Cantat ba "Palabra mi amor" ewid ur prantadig punk souezhus-awalh. Setu un albom renket gwell eid o re gent, ha herwez ar pezh vez lâret ema hañval o nerzh àr ar leurennow doh kalite o labour er studio. Da voud klewet neuse, mod pe vod ! SIMPLY RED "It's only love" in Farewell - Live at Sydney Opera House (2011 . Universal) ELBOW "Leaders of the free world" in Leaders of the free world (2006 . V2) ELBOW "Neat little rows" in Build a rocket boys ! (2011 . Fiction) SHAKA PONK "Let's bang" in The geeks and the jerkin' socks (2011 . GuessWhat) TWO DOOR CINEMA CLUB "What you know" in Tourist history (2010 . Kitsuné)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA