BOA logo

LEONARD COHEN "Old ideas" (2012) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

30 mn 0 sec 13 Cʼhwevrer 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Tuchant en do Leonard Cohen 78 vlez, ha traow en deus hoazh da lâred. Krouer an tub bras "Hallelujah" neus embannet e 2012 e 12ved albom, 44 blez goude an hani kentañ Songs of Leonard Cohen, 'menn vese kavet dija "Suzanne" ha "So long Marianne". Ur vouezh é toned ag ur havarn don, kanennow damgomset, posiow barzheg, musik ha kempennow simpl : a-benn e vêmp laket e-kreis ollved teñwel ar Hanadian. Un albom seder-awalh ew Old ideas, lies e ta getoñ an hiraezh, ar velkoni : liwiow-kustum an arzour int. Savet ew bet a vennoiow kozh neuse : àr-e-war eh a ar barzh ewid komposiñ, ewid skriv, hag amañ e selowamp doc'h kanennow a oa é hortos, ha doc'h taoliow-lagad d'e euvrow kent. Koms a ra Cohen a garantez, a Zoue, a aeled : gweled a ra an deñwelded é tostaad, selled a ra doc'h e vuhez-eñv, trankil ha fentus àr-un-dro. An ambiañsow so liesliw : folk, kountry, gospel, yiddish pe jazzig. Ar vouezh n'he deus ket chañchet, isel ha rust èl bepred, harpet ged keuriow-maouesed é nijal en oabr. A-houde bleziow ha bleziow e vêmp ambrouget ged Leonard Cohen, ne faotahe ket deomp her gweled é chañch, plijadur so enta ged e Old ideas newez. SUPERTRAMP "Take the long way home" in Paris (1980 . A&M) > Lehienn ofissiel KATERINE & FRANCIS ET SES PEINTRES "Je ne veux pas rentrer chez moi seule" in 52 reprises dans l'espace (2011 . Barclay) > Lehienn ofissiel JIL CAPLAN "On n'entre plus chez toi" in derrière la porte (2007 . Odeon) > Lehienn ofissiel LEONARD COHEN "Going home" in Old ideas (2012 . Columbia) > Lehienn ofissiel DIRE STRAITS "Going home" in Alchemy (1984 . Vertigo)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA