2012 :
Juliette Gréco deus 85 blez, ha kennigiñ a ra deomp he albom newez-flamm. Musenn Saint-Germain n'he deus ket kollet he mouezh, nag he spered maoues kilbenneg, ha nebeutoh hoazh an hoant da grouiñ, ha dreist-oll da ganal posiow an aoteurion. An taol-mañ he deus kenlabouret ged
Philippe Sollers,
Amélie Nothomb,
Jean-Claude Carrière pe hoazh
François Morel, ha savet o deus testennow fin ewiti, ged geriow simpl, ha lan a garantez.
Ça se traverse et c'est beau... un albom-koñsept en enor da bontow Paris, ar re ma bassa ar Seine edanne (Pont Royal, Pont Mirabeau...). Ged
Gréco e visitamp ar gêr-benn a Frañs en ur mod barzheg ha don, personel ha fromus, ha beb pont so ur sort personaj er hanennow.
Ar hempennow so bet kasset da-benn ged he homper, pried ha soner-piano
Gérard Jouannest (e vouezh vez klewet iwe, ba "La petite auto"), ha pedet he deus iwe
Féfé ("Paris se lève"),
Melody Gardot ("Sous les ponts de Paris") pe hoazh
Marc Lavoine ba diw ganenn, èl ar single kentañ "C'est la-la-la".
Hiraezh, barhoniezh, ha kalite : treuset vez, ha braw ew !
MYLENE FARMER "Du temps"
in
2001-2011 (2011 . Polydor)
DA SILVA
in
La distance (2012 . Pias)
>
Lehienn ofissiel
DOMINIQUE A "Février)
in
La fossette (1992 . Lithium)
>
Lehienn ofissiel
MIREILLE "Ce petit chemin"
(1933)
ART MENGO & LARA GUIRAO "Mes habits et moi"
in
Ce petit chemin (2012 . F2F Music Publishing)
>
Lehienn ofissiel
JULIETTE GRÉCO feat.
MARC LAVOINE "C'est la la la"
in
Ça se traverse et c'est beau... (2012 . Deutsche Grammophon)