E-pad 26 vlez ema bet kaner ha soner-kitar er strollad rock breton a Naoned
EV. E anw :
Gweltaz Adeux, hag ur blijadur vras doh hen adkavoud ged e bladenn solo gentañ, gwraet
Ehan anehi. N'en deus ket biskoazh dihanet da sevel posiow ha toniow, hennezh so ur gwir songwriter, hag e brezhoneg mar plij. Dont a ra getoñ ur yezh simpl ha modern, awenet kement ged e vuhez personel ("N'out ket mat, emezi") èl ar bed a-vremañ : leh bras a ra da skwer d'an ekoloji ha d'an natur ("Plantañ gwez"). Barzhoniezh a vez a-dra-sur iwe, steriow kuzhet àr-dreñv d'ar geriow, ged testennow a hella boud surrealist pe psykedelik mem a-wezhow ("Gerioù hud").
E vouezh-krennard n'he deus ket chañchet tamm'bed, uhel ha lan a nerzh, rock'n'roll penn-da-benn. Ur gwir den-leurenn ew
Gweltaz Adeux, ha kavet neus sonerion ampart ewid enrolliñ e zisk ha mont da droiñ da beb tu, èl reson.
Nico Guérin (bet soner er strollad-festow-nos
Emsaverien) d'ar gitar voud ;
Christophe "Tof" Rossini d'an taboulinow, unan ag e gompaerion a-gent ba
EV.
O avañturiow vez kontet deomp ged
Gweltaz hed-a-hed ar sizhun, ar paotr hor laka da voiajiñ barzh e ollved, a Vreizh da Suomi, ar musik, e yowankis, an dud, an amser a-vremañ. Un
Ehan ag ar re wellañ, ewid degemer an "Deizioù hañv".
GWELTAZ ADEUX "Kelc'hioù du ha kelc'hioù glas"
in
Ehan (2010 . Gwenn Kivi)
THE BEATLES "Norwegian wood (The bird has flown)"
in
Rubber soul (1965 . Parlophone)
THE BEATLES "Tomorrow never knows"
in
Revolver (1966 . Parlophone)
SERGE GAINSBOURG "Requiem pour un con"
45t (1968 . Philips)
GWELTAZ ADEUX "Deiz pe zeiz, gwezh pe wezh"
in
Ehan (2010 . Gwenn Kivi)
SIELUN VELJIEN "Peltirumpu"
in
L'amourha (1985 . Poko Records)