A Seattle e ta ar strollad
Fleet Foxes. Un drehadenn vras a oa bet o albom kentañ e 2008, mes strollad
Robin Pecknold neus refuset da siniñ ged an tier-pladennow major o deus gwraet ar les dehe goude : ewite emaint anemision ar musik.
Tri blez diwezatoh ema dàet er-maes o eil disk,
Helplessness blues, ha chañchamant so bet. Ar baotred barweg-mañ, maget ged
The Beach Boys,
Crosby, Stills & Nash,
Neil Young pe
Simon & Garfunkel, ha breuder
Band Of Horses, deus labouret sterd ewid kennigiñ ur bladenn ag ar re wellañ, braw, awenet, soñjet don (muioh a boues so bet laket àr ar posiow), kisellet fin, burzhudus. N'hon eus ket 'meid selow doh "The shrine / An argument", ewid tremen eizh minutenn a blijadur vras.
Soñjow ha mouezh
Pekcnold vez er penn ag an disk-mañ, mes gouarnet ew bet spered ar strollad àr-un-dro. Uhel e flotant, 'st èl ur steredenn e-kreis ar mor, ur roh a-us d'an oabr... ur vrawite naturel, da zegemer heb gortos.
LANA DEL REY "Video games"
in
Born to die (2012 . Interscope)
LANA DEL REY "Born to die"
in
Born to die (2012 . Interscope)
>
Lehienn ofissiel
MOONJELLIES "Come across your shade"
in
Inner anger feather (2010 . Un-je-ne-sais-quoi)
>
Pajenn MySpace
FLEET FOXES "Helplessness blues"
in
Helplessness blues (2011 . Sub Pop)
>
Lehienn ofissiel
>
Pajenn MySpace
>
Lehienn ar label Sub Pop
FAIRPORT CONVENTION "Come all ye"
in
Liege and lief (1969 . A&M)
>
Lehienn ofissiel