Peb deg vlez e embanna
Laurent Voulzy un albom newez, dont a ra
Lys & Love goude
Avril, embannet e 2001. Etreteant, e 2006, e oa bet
La septième vague, ur bladenn a ganennow adsonet.
Ur souezhadenn e zisk diwezañ, na boud e ra ged dow ollved personel ba penn ar haner : an Amser Grenn ba Bro-Hall, hag ar musik pop a vro-Saos (ur lodenn a so bet enrollet ba Abbey Road, ar wezh gentañ da fan ar
Beatles, ur leveson a glewamp mad ba kitarow "La nuit"). Choaset en deus ur son elektro, arnodel a-wezhadow mem, harpet ged un orkestr kerden ha koriow enrollet ba kastell Vincennes. E ganennow a ziskar an harzow, etre ar stilow-musik, ar broiow hag an amseriow.
Geriow
Charles d'Orléans ha mouezh
Roger Daltrey (kaner The Who) vez klewet ba "Ma seule amour", posiow
Alain Souchon ba pewar sitl (en-o-mesk ar single kentañ, "Jeanne"), un duo ged an Amerikanes
Dawn Landes ("Our song"), pe un destenn savet ged
Abu Firas, ur priñs arab ag an Xved kantevlezad... toud ar pezh a faota ewid voiajiñ àr jaw ba mojennow Arzhur, inisenn Avallah ("Glastonbury", "C'était déjà toi").
Ged
Lys & Love e tisoloamp un tu arall da spered
Laurent Voulzy, ha flouret vez hon diwskouarn, èl berped getoñ, dre ur son modern ha kisellet ken fin èl ur gleze lemm anwet Excalibur.
DIRE STRAITS "Sultans of swing"
in
Alchemy (1984 . Vertigo)
AaRON "Inner streets"
in
Waves from the road (2011 . Wagram Music / Cinq 7)
CAMILLE "She was"
in
Ilo veyou (2011 . EMI)
LAURENT VOULZY "Jeanne"
in
Lys & Love (2011 . Columbia)
Lehienn ofissiel