BOA logo

AUSTRA "Feel it break" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 54 sec 02 January 2012

Er rann-mañ
e komzer :

Dont a ra Katie Stelmanis a Ganada hag a Lettoni, embannet he deus pladennow solo dija, hag e 2009 e oa bet krouet ar strollad Austra ba Toronto, ha geti Maya Postepski d'ar batri ha Dorian Wolf d'ar gitar boud. Ema Austra eil anw-bihan Katie hag àr-un-dro douees ar goulow ba'r mojennerezh letton. Ged ar raktress newez-mañ e voiajamp ataw àr an douarow elektro-pop. Dont a ra musik Austra ag an houlenn cold-wave, hrewez linennow simpl, treantus, toniow efedus a zegass ar goulow e-kreis an nos, lugernus ha don. Luskow ha syntheiow yen é toned ag ar 80s (èl ba'r single "Beat and the pulse") a laka ar skeudennow da zibuniñ, a-pa za mouezh sklàer ha kreñv Katie Stelmanis da ressissaad ar frommow, sikouret ged ur stummadur klassel a gan lyrik. An duo piano-ha-mouezh ba "The beast", da skwer, a glosa an albom en ur mod burzhudus. Un disk ag ar re vrawañ ew Feel it break, kisidig ha sontil, etre ster ar boan ha plijadur ar vuhez, ploñjamp ba natur Mab-Den neuse, pezh so fiskal ewid ar Blez Newez ! ABBA "Happy new year" in Super trouper (1980 . PINK MARTINI "Congratulations (A happy new year song)" in Joy to the world (2010 . Heinz Records) MANO SOLO "Janvier" in Je sais pas trop (1997 . TôtOuTard) ZOLA JESUS "Vessel" in Conatus (2011 . Sacred Bones) > Lehienn ofissiel > Pajenn MySpace AUSTRA "Beat and the pulse" in Feel it break (2011 . Paper Bag / Domino Records) > Lehienn ofissiel DANIEL DARC " in La taille de mon âme (2011 . Jive)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA