BOA logo

FRÀNÇOIS & THE ATLAS MOUNTAINS "E volo love" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 23 sec 12 Kerzu 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Dont a ra François Marry a Saintes (Charente-Maritime), hag anavet oa bet er penn kentañ ba bro Bourdel. Ema saver-posiow-ha-toniow, kaner, soner-kitar ha piano, ha liwour iwe. E 2003, a-pa oa studier, e oa bet ba Bristol, 'menn noa gellet sevel ur rouedad arzel bew-mad àr-dro dehoñ. E 2004, edan an anw-leurenn Frànçois, en doa embannet e albom kentañ, Les anciennes falaises, un disk sontil, douss, e galleg hag e saosneg. Ur blez àr-lerh en doa kavet sonerion ha krouet oa bet Frànçois & The Atlas Mountains, hag enrollet gete e 2006 The people to forget, ur bladenn folk, pop ha lugernus. Goude un nebeud chañchamantow e kavamp bremañ Gérard Black d'ar gitar boud, Pierre Loustaunau d'ar hlawier hag Amaury Ranger d'ar batri ha d'ar hempennow. Plaine inondable oa dàet er-maes e 2009, hag un daolenn-akwarel ar golo, liwet ged Frànçois e-gunan : dàet ew da voud anavet ba Breizh-Veur èl liwour iwe, savet neus ur film-berr ewid ar studioiow Aardman (krouerion Wallace & Gromit da skwer). E 2011 e tisoloamp E volo love, ged an albom-se ema Frànçois & The Atlas Mountains ar hentañ strollad é siniñ ged Domino, ar label lohus en deus produet Arctic Monkeys pe The Kills da skwer. Hed-a-hed ar sizhun e selowamp doh o musik, diaes da glassiñ, pop, folk, seder hag optimist, mes don ha sirius àr-un-dro... ur labour souezhus. SIGUR ROS "All alright" in Inni (2011 . Various Labels Projects) THE BLACK KEYS "Hard row" in Thickfreakness (2003 . Fat Possum) THE BLACK KEYS "Lonely boy" in El camino (2011 . Nonesuch) JEAN-LOUIS MURAT "Le cri du papillon" in Lilith (2003 . EMI) FRÀNÇOIS & THE ATLAS MOUNTAINS "Les plus beaux" in "E volo love (2011 . Domino Records) Setu o fajenn MySpace. MIKE OLDFIELD "Moonlight shadow" in Crises (1983 . Virgin)
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA