BOA logo

JOEYSTARR "Egomaniac" (2011) 1/5

PopSkeud - Gant Radio Bro Gwened

29 mn 28 sec 05 Kerzu 2011

Er rann-mañ
e komzer :

Ur raper gall, ganet ba Saint-Denis e 67, anwet e gwirionez Didier Morville, a so bet er penn ag ur strollad a-goñsekañs ba istoer ar rap a Frañs, Suprême NTM, ged e ami Kool Shen : JoeyStarr e anw-leurenn. E 2011 e kenniga e eil albom solo, goude Gare au jaguarr e 2006, setu arru genomp Egomaniac. Goude boud bet gwelet ba film Maïwenn, Polisse (ha roll un archer getoñ : piw en dehe kredet ?), goude boud tremenet ur prantad ba'n toull-bazh, kennig a ra deomp JoeyStarr e ganennow newez, skrivet dreist-oll ba prison, just-awalh ("Jour de sortie"). Eeun ew ar posiow, a-eneb da Sarkozy ("On te voit") pe da Zoc Gynéco ("On N On"), a-zivoud ar gevredigezh ("Je paie pas", e duo ged Fdy Phenomen) pe teneroh iwe : e kompagnunezh Nicoletta hag he sub bras en deus savet, ewid koms ag e vamm, "Mamy...". Produet ew bet Egomaniac ged Kimfu, mod-kozh, mes ged luskow a-vremañ àr-un-dro, ewid sevel ur gwir albom a hip-hop modern. Un disk personel ha teñwel, a galite uhel, fass dur bochad produksionow rap a Frañs ! LAURENT VOULZY "Jeanne" in Lys & love (2011 . Columbia) Laurent Voulzy : e lehienn ofissiel. PETER GABRIEL "In your eyes" in New blood (2011 . RealWorld) PETER GABRIEL "Solsbury Hill" in New blood (2011 . RealWorld) Peter Gabriel : lehienn ofissiel, ha kani e label RealWorld. SIR SAMUEL "Harmony" in Gallery (2011 . Wagram) JOEYSTARR "Jour de sortie" in Egomaniac (2011 . Jive Epic) JoeyStarr : lehienn ofissiel.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA