///Adskignet a-ziàr abadenn an 25.11.2013///
Ur gwir breuriezh ew
La Maison Tellier, savet da gentañ ged
Helmut ha
Raoul Tellier e 2004, ba Rouen, edan banniel ar folk-rock elektro-kountry. Gete ema arru an tri breur arall :
Léopold (trompilh),
Alphonse (gourrebed) hag
Alexandre (batri), hag embannet gete e 2006 o hentañ albom. A-houde eh eus bet
Second souffle e 2007 ha
L'art de la fugue e 2010. Àrlene o doa kenniget o federved pladenn :
Beauté pour tous, e galleg penn-dre-benn.
Ni zigora an disk ged ar single "Sur un volcan", ur lusk afrikan hag un tem humanist. Chom a ra tost lies mouezh
Helmut doh kani
Bertrand Cantat ("Les beaux quartiers"), ha klotiñ a ra mad ged posiow kisellet ar strollad, añgajet lies (ba "Un bon Français" ne ouier ket re ma komser a vare Vichy pe an amser a-vremañ...), sorbiennow modern, geriow simpl ha eeun ("Love boat"), ur stil personel levesonet ged ar sinema, èl ur western a Normandi. Tiomm ew ar son, rust hag akoustik, tredanel ha teñwel àr-un-dro, puissant bepred.
Beauté pour tous, an titl-mañ so gwir, ha diskoueziñ a ra penaos n'ew ket waet da get mammenn ar hanennow gall : d'ar hontrel eh eus hoazh hentow newez da gemer.
La Maison Tellier deus kavet unan braw, ged aer fresk, ha ster dreist-oll.
LÉO FERRÉ "Vingt ans"
in EP
20 ans (1961 . Barclay)
IAM "Si j'avais 20 ans"
in
...IAM (2013 . Def Jam)
DA SILVA "20 ans"
in
Villa rosa (2013 . PIAS)
GRAND CORPS MALADE "Funambule"
in
Funambule (2013 . Believe)
ÉTIENNE DAHO "La peau dure"
in
Les chansons de l'innocence retrouvée (2013 . Polydor)
GAËTAN ROUSSEL "Éolienne"
in
Orpailleur (2013 . Barclay)
LA MAISON TELLIER "Sur un volcan"
in
Beauté pour tous (2013 . At(h)ome)
Liammow an deiz :
>
La Maison Tellier
hag
>
IAM
>
Da Silva
>
Léo Ferré
>
Étienne Daho
>
Gaëtan Roussel
>
Grand Corps Malade