BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Abadenn Nnn 149 : Kartennoù skrivet d''an 29, d'an 30.09.1916

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Lec'h : Erquery ///Evit an aour, grit 'vel ma karit. Ne gemerit ket traoù ag ar Sued... C'hwi a c'hell kemer argant àr Frañs : ned eo ket rivinet c'hoazh... Ne c'houarnit en ti 'met ar pezh a zo rekis... Hiniv eh erru ar Foll : chañchamant buhez !... Job a ya da dal las-geo-ni... Kaset em eus deoc'h dre un den a Blañvour... Espadrilhoù, butum, chokola... Al logod o deus krignet ur c'horn mat anezhañ : ned eo ket forzh «presañtapl»... Mamm, ma kar en em soagniñ, ni en em welo c'hoazh... Ne zebr ket a-feson rak ne blij ket ar boued dezhi... Get an argant a zastumit er gêr hag ar pezh a gasan d'ar gêr pep miz eh eus lec'h da veviñ proprik... Rosette he deus respontet din... Lizher a Armelle Coheleac'h a Sarzhav.../// Piv eo an dud meneget el lizher. «Las-geo-ni» = Lassigny : ur feson da dreiñ diàr ar sañsur pe ur c'hoari etre an daou ? Merat argant an tiegezh : hep bout pitaot-bras re Herrieu n'int ket er vizer. Prizioù an traoù aet e bresken ; tud zo hag a c'hounit argant en despet da ziaezamantoù pemdeziek ar brezel : ar beizanted (prizioù é kreskiñ ), al labourizion el luzinioù (goproù é kreskiñ). Tud zo a zo bet lakaet diaes : ar re a veve diàr o leveoù, tud munut an aod, an artisaned bihan (netra da werzhiñ, netra evit aoziñ). Re Herrieu a chomo kazimant 2 vlez hanter goude ar brezel hep gounit blank ebet : o zachenn a zo bet kemeret da sevel ul luzin.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA