BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Lizher 146 : Lizher skrivet d'an 20.09.1916.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Lec'h : Erquery ///Evit al levrioù a c'houlennan geneoc'n ne faot ket kemer... Ar Breton Usuel... An ao. Sevenou-se a zo mestr-skol Gregamp... Erru eo genin doere a varv Matthews... Evit an aour, grit ho soñj... Evit an Active ned eo ket c'hoazh hon tro... Mat eo an avaloù-douar... Ar gwenan... Job a zo teir lev a-zoc'hin... Skrivet em eus da Louiz ha d'ar person...Galleg a oa e ofeverenn Louis !...Arc'hoazh vintin eh a hor Fol e permision... Pevar deiz arrest get ar sergent-major... Tarzhal a ra an traoù... Spontus eo klevet an trouz-se noz ha deiz... Ma o deus kilet ar Jermaned... Me 'garahe ho tebriñ, ma Vedig paour... Lies lies e soñjan en euriadoù dous...Perak emañ daet fallentez mab-den da zisparti ar re... Me 'garahe 'velkent ma vehe fin d'ar vuhez-mañ ur wezh bennak... Na start eo din beviñ get tud ned int ket tamm ebet ag an hevelep spered genin en ur vicher am eus kasaet... Get ofiserion foll pe dic'houiziek... E tremen mam buhez en ur ober an amoed a pa vehe bet gellet en em servij ac'hanin... Tud dibenn ha dic'houiziek a zalc'h lec'hioù ned int ket graet evite... An distag a-zoc'hoc'h... Ne gredit ket eh on digalonekaet... Geneoc'h mam brasañ c'hoant... Pokoù da.../// Atav é respont kraf ha kraf da lizher e vaouez : skouer ar gaoz é vonet etre ar gwaz hag ar vaouez àr bep sort traoù. Emgann ar Somme a zalc'h atav doc'h tu ar Saozon. Karantez don, karantez ha c'hoant a gorf : komzoù n'int ket stank e lizherioù ar soudarded. Stard eo d'ar c'houblad yaouank bout dispartiet ; kalet eo a spered hag a gorf. An diskuizh a zo kaoz e vez kollet kalon : amzer en devez ar spered da rambreal. Louis, e vreur-kaer, a zo dimezet : ur predeg graet e galleg e Langedig.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA