BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Lizher 139a : Kartenn ag an 30 ; lizher ag ar 31.07.1916.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Lec'h : E kostez L'Eclusier, tost da Frise. ///Me garahè gellout skriv deoc'h... E komzer ag hon diblas c'hoazh... 3 devezh labour bennak da grouiziñ un toull arall... Chomet omb 'velkent en tachad-mañ...Eh omp enta just àr lein ar manez a zo izeloc'h evit ar gêrig a vez graet Groahen anezhi.... Amañ emañ ivez fondet rac'h an douar.... Bremañ pand eo graet ma lojig din ned on ket maleürus-bras, met bale n'hellomp ket... Ar pezh a zo an divourrusañ amañ emañ bout hep dour... An deiz ket evit dec'h un obus a zo kouezhet just e-al ar gegin-àr-rodoù... Tomm eo dre-mañ ivez ha diaes eo harz... Ne welan ket mui Job... Erru eo an amanenn genin... Mat e hues goloet ar ruskenn... 20 lur evit troc'hiñ ar gwinizh ned eo ket re ger... Ur gor en deus Louis... Ma nend eus netra er Maîtresse de maison... Er livr àr ar gwenan emañ divizet... Er livr àr ar gwenan emañ merchet penaos reiñ sukr... Ma n'ho po ket avaloù... Bet em eus bet ur gartenn a Anna Ieh... Ned eo ket c'hoant a vank din da skriv, met ne rer ket amañ ar pezh a garer... En em garet mat du-se etrezoc'h, rak nend eus netra dousoc'h evit ar garantez.... Lârit da Vona pegement a istim am eus eviti... Ma soñj a c'hell, aesoc'h evit ma fluenn, nijal ha monet trema Breizh... Beb a vok d'an daou c'hwilh a garahen gwelet pas kuitaat ar gêr re lies o-unan, rak bugale ar c'hornad a zo fall zesket... Luziet doc'hoh, get karantez, get follezh. Me garahe ho tebriñ./// "Petit repos" atav ; lâret e-men en em gav en ur dreiñ an anvioù lec'h e brezhoneg : ur sort c'hoari moarvat ; amzer domm ha sec'h : ar sec'hed a zo diaes gouzañv ha dour n'eus ket ; evet dour n'eo ket an akustumañs.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA