BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Lizher 125 : Kartennoù ag an 06, 07, 08.05.1916.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Lec'h : E Proyart. ///D'ar pemzek ag ar miz-mañ e vo mall deoc'h kas amanenn din. ... Gober ur pakad get mam botoù ler hañv... Ar piz Ridé ?... Un amzer ag ar gwellañ... E vehe bet kant kwezh gwell deoc'h lakaat boued loened e lec'h lakaat piz... A pa chomeet klañv [...] e veet savetoc'h[...] ha din-me e vo bourrapl bout pell a-zoc'h ar gêr... N'em eus ket gwelet Job... Ne welan netra a vad da lâret... Mam buhez e dremen 'vel ur riolenn... Pep deiz a dremen ma fella bepred muioc'h-mui a vammenn ar peoc'h hag an eürusted... Nag a amzer kollet hep pourfit ebet evit hañni, pas mem evidin... Skrivet em eus evit merh Tangui.... Amzer n'em eus ket da skriv da Vellag na d'AbAlor : lârit dezhe n'o ankouaan ket neoazh hag em eus keuz d'a deizioù bourrus... Dalc'hit mat... Chañchet secteur postal. Bremañ eh omp er S.13... Ur pakad butum d'an Nikolaz, breur Julienn an Huseg, evit ma zad. ... Eñ lâro deoc'h ned omp ket maleürus amañ... Kasit amanenn ar c'hentañ ma c'helleet./// Pakadoù : dilhad ha botoù kaset ga degaset ; gounit piz en dachenn ; ar beizanted hag ar brezel : gounit traoù a vo argantaet mat ; buhez divlaz ha goulle ar soudarded ; diwall a goll ar pezh a oa e vuhez a-raok, pas ruskliñ e bed ar brezel : ar vagoar difenn da sevel ; "La forteesse intérieure".
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA