BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Lizher 120b : Lizher ag an 28.04.1916.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Lec'h : E bourc'h Vaires-sous-Corbie. ///Dre-mañ ivez eh eus fall amzer atav... Met amañ eh omp en abri. Emañ bet Job doc'h man gwelet : merennet en deus genin... Gwelet em boa ivez [...]Jan-Louis ar Pouezat, gwaz Frañsin an Hanvot-Vras... N'em eus ket gwele ebet ar wezh-mañ... Ofiserion a zo amañ... Breizhiz-Veur a zo ivez. Komzet em eus get ur soudard a Perth, a Vro Skos... Ne ouie ket ar gaeleg... Ned omp ket drouk en hor marchaosi ... Hiniv hon eues touchet ur jilet gloan...Ne c'houlennan ket loeroù... Gwell eo genin uziñ traoù ar rejimant evit uziñ ma re... Ne hues ket kaset din kontoù an Ao. Padellec... Ar chef en deus tapet 6 deiz permis. muioc'h hag emañ ret din gober 'gozik rac'h al labour ; hag er gompagnonezhoù arall eh eus 4 den e pep burev, da nebeutañ... Me soñje ne oa ket mui Bretons Usuels ? Diwallit mat doc'h ho rum... Dec'h ha hiniv n'em eus ket bet doere ebet ag ar gêr... Guyot de Salins [...] en deus skrivet din... An amezell de Cintre en deus skrivet ivez... An Ao. Bossart a zo bremañ doc'h en em soursi ag he farrez... Rak ar veleion arall a zo en arme... N'em eus ket bet oar da skriv da Vellag c'hoazh evit ar sonennoù... Me gompren, ma Vedig, emañ trist an amzer evidoc'h du-se met a-wael ar vugale a zo e-taloc'h...Me, amañ, a zo dispartiet a gement tra a oa bevañs ma spered ha ma c'halon... Ret din beviñ e-mesk tud n'em behe biskoazh darempredet keneve d'ar brezel, ha bout sujet da dud na gemerahen ket da vevelion... Rac'h ar soursi, ar boan spered am eus a zo get traoù n'em sellont ket... Me vank deoc'h.... Met ivez, c'hwi a vank din... An Aon a nij bepred... C'hwi e hues du-se an iliz, er lezenn evit ho kenerzhaat ; n'hellan-me monet 'met a laer-kaer... An den a vez dic'houst-kaer ha neuze ar fall spered a sourr àrnoc'h... Me zalc'ho neoazh rak me venn derc'hel... Me venn c'hoazh en devout an eurvad d'ho kwelet, ar vugale, ma zud... Me venn distreiñ da Vreizh-Izel em eus roet dezhi ar gwellañ a ma yaouankiz, ar pezh a spered en doa roet Doue din... Setu perak e talc'heet ivez, ma Vedig, daoust d'ar galon gwanaat meur a wezh... Eh an bremañ da achap... Goude e fardiñ àr ma flouz hag e nijo arre ma spered tremazoc'h.../// Loeiza éc'h ober soñjoù, é koll kalon abalamour da Loeiz na zeua ket d'ar gêr anezhañ ; ur parlant eeun etre daou bried ; klask koñfortiñ ha reiñ kalon da zerc'hel ; nerzh kalon ha bolontez reut Loeiz da zerc'hel, da vrezelaat doc'h ar... brezel : "la forteresse intérieure" ; fiziañs hag erbed e Doue ; c'hoant distreiñ evit e dud hag evit Breizh ; ur gwir "patriotisme" diskleriet : ret eo beviñ evit e vro.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA