BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Lizher 119 : Kartenn ag ar 27 ha lizher ag an 28.04.1916.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h - Gant Radio Bro Gwened

12 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

Lec'h : E bourc'h Vaires-sous-Corbie. ///Erru on àr-lerc'h ur redadenn a 20 kil... Eh omp e-tal Breizhiz Breizh-Veur... Eh oa Skosiz éc'h evet er mem tavarn geneomp... Dañjer ebet. Eürus on [...] é c'houiet e hues kavet ur vatezh... Setu an drivet deiz eh omp-ni mañ, en ur gperig klouar, just àr robl ar ar stêr Som. Gwez a zo e-leizh ha frouezhaj ha arc'h. Bout e zo avalennoù e bleuñv... Na ma mamm ?... Kaset em eus hiniv dre ur permis. man galochoù, chaosonoù, 2 bakad butum, mam bonet gloan d'ar gêr... Mar bez ma lavreg e ti bayon a pa zay en-dro... Gwerenn-dindan-Corbie. c'hwi a gavo ar gêrig-se just e-tal Corbie a zehoù da gêrbenn ar Som. Iwerzhoniz a zo éc'h ober traoù spontus a droay a-enep dezhe... Emañ bleset Jean-marie ar Menteg a oa kaporal karget ag ar boued geneomp... Ne vo ket dañjerus e draoù.../// Ar gompagnonezh erruet e Vaires-sous-Corbie, un tammig a-dreñv ; erruet int da gempenn an tachad ma vo savet fard bras soudarded Bro-Saoz er Somm e miz Goureneñv 1916 ; emzavadeg Pask 1916 en Iwerzhon : soñj Herrieu àr an afer-se ; kas d'ar gêr dilhad ha botoù goañv da zizammiñ anezhe ; kas butum d'e dad ; ur vatezhig nevez.
Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA