BOA logo

Larsen ha mediator 186 : Ar skate punk

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

30 mn 57 sec 26 Genver 2026

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

E fin ar bloavezhioù 80 eo ral ar strolladoù rock eeun, re “arty” eo The Pixies, mont a ra re bell al leurenn hardcore gant al luskad straight, ha Guns N’ Roses, goude bezañ mezhekaet ar strolladoù hair metal, a zeu da vezañ ur joke d’e dro. Daou luskad a zifoupo neuze : e Seattle, ar grunge pounner ha teñval, hag e Kalifornia an neopunk. Gant strolladoù evel Green Day, The Offspring pe Rancid hon eus ar vandenn-son peurvat evit un nozvezh oc’h ober skate en ur evañ boutailhadoù bier. Gwiskit ho pragoù baggy, ho T-shirt hir, ho lunedoù heol, setu ni loc’het evit ar west coast, Kalifornia here we are !


Playlist :


- Bad Religion : What Can You Do ?

- NOFX : Please play this song on the radio

- Green Day : Basket Case

- The Offspring : Come out and play

- Pennywise : Same old story

- Pulley : Lifer

- Lagwagon : Violins

- Face To Face : Sensible

- Blink 182 : What ‘s my age again ?

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2026 Radio BOA