Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened
34 mn 4 sec 18 Du 2025
O tizhout penn ar charts e-kreiz ar bloavezhioù 80 e tegas strolladoù evel ar Smiths pe Pale Fountains o sevenadur indie met ivez un distro d’ar gitar, gitar boud ha taboulinoù. Da heul, en un nebeud bloavezhioù strolladoù evel Blur, Suede, Elastica, Sleeper, Radiohead, Supergrass, Pulp ha The Verve a ziskouez emaint aze evit kontañ. Ganet eo ar britpop (ar ger britrock a vefe bet gwelloc’h e gwirionez) gant kevezerezh an daou strollad pennañ, Blur hag Oasis, pennadoù a vil vern er New Musical Express hag er Melody Maker ha goloioù pladennoù gant Banksy pe Damien hirst. Komzet e vo zoken eus « britart », ar pezh a ra deus ar britpop ul luskad sevenadurel breizhveuriat kentoc’h eget ul stil sonerezh, fin, ur sapre benveg marketing an hini eo a vo danevellet deoc’h hiziv e Larsen ha Mediator !
Playlist :
- The La’s : There She Goes
- Suede : So Young
- Elastica : Connection
- Pulp : Common People
- Blur : There ‘s No Other Way
- Blur : Sunday Sunday
- Blur : Parklife
- Oasis : Don’t Look Back In Anger
Levrlennadur :
- «Blur and Oasis’ big Britpop chart battle – the definitive story of what really happened» - New Musical Express – Mark Beaumont – 14/08/2019
- «Le rock de A à Z» - J.M. Leduc ha J.N. Ogouz – Embannadurioù Albin Michel



