BOA logo

Larsen ha mediator 164 : Al laid back

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

30 mn 12 sec 02 Mezheven 2025

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed, setu c’hwi o selaou Larsen ha Mediator kinniget deoc’h gant Gaetan Boulic, ha fenoz e tremenimp un hanter-eurvezh cool, distenn, gant sonerien un tammig lezireg int ivez, setu-ni gant ur programmadur laid back penn da benn. Met petra eo al laid back ? Ur saoznegadur an hini eo evit termeniñ ur sonerezh dibres, e lec’h ma soner an notennoù gant un disterañ dale soutil-tre war ar pred evit kreñvaat ur santimant a beoc’h, a sioulder gant gitaroù tomm ha mouezhioù lezirek. Evel-just eo un doare seniñ a c’heller adkavout e meur a stil sonerezh met evit ar pezh a sell ouzhimp e chomimp gant ar rock hag e krogomp diouzhtu gant unan eus mistri ar stil laid back, J.J. Cale…

Playlist :

- Ry Cooder : Paris Texas (foñs son)

- J.J. Cale : After midnight

- Justin Johnson : Feeling good (foñs son)

- Eric Clapton and friends : Call me the breeze

- Dire Straits : Where do you think you’re going

- Peter Green : Slabo day

- Tony Joe White : Baby, don’t look down

- Chris Isaac : Wicked Game

- Chris Rea : Looking for the summer

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA