BOA logo

Larsen ha mediator 160 : Ar grunge 1 : ar penn kentañ

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

32 mn 42 sec 05 Mae 2025

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

Setu-ni o plediñ hiziv gant al luskad bras diwezhañ e istor ar rock, e anavezet ho po evel-just, e ya, ar grunge ! Met petra eo ar grunge en diwezh ? Ur rummad nevez a dud yaouank a vod energiezh ar punk ha feulster an heavy metal evit skubañ ar rock gotek hag ar post new-wave. Ul look gant jeans roget, botoù Converse toullet ha rochedoù koadourien, div gêr Seattle hag Olympia, ur strollad dave adalek 92, Nirvana, hag ur paeron, Neil young, a zisklerie e 1995 : « Ar strolladoù-se a son rock’n roll gant daou c’hitar, ur gitar boud ha taboulinoù, n’eus netra nevez, er sixties e oa heñvel. Ma vefe bet krouet The Who pemp bloaz ‘zo e Seattle e vefe bet peget an dikedenn grunge dezho ».

Ya, toud se eo ar grunge, met me ‘gav din e voc’h a-du ganin evit lâret eo berr un tamm. Neuze deomp pelloc’h gant istor ar grunge ha krogomp gant stad an traoù e Seattle e fin an eighties…

Playlist :

- Todd Snider : Talkin’ Seattle Blues (tennad son)

- Girl Trouble : My hometown

- Mono Men : Watch outside

- Some Velvet Sidewalk : Mousetrap

- Green River : 10000 things

- The Melvins : Grinding Process

- Atersadenn Bruce Pavitt ha Jonathan Poneman e 1992 evit an abadenn « Made in the USA », sevenet gant channel 4 - UK

- Screaming Trees : Dollar Bill

- Mudhoney : Touch me I’m sick

- Nirvana : Love Buzz

Levrlennadur :

- Nirvana, une fin de siècle américaine - Stan Cuesta – Embannadurioù Castor Astral

- Grunge, jeunesse éternelle – Charlotte Blum – Embannadurioù Epa Eds

- Les Inrocks2 Nirvana

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA