BOA logo

Larsen ha mediator 156 : Al luskad Madchester 2 : Ar strolladoù

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

32 mn 39 sec 31 Meurzh 2025

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

Donemat deoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock ‘n roll abaoe e orinoù. Plediñ a reomp abaoe ar sizhun dremenet gant ar pezh a voe anvet al luskad Madchester, ganet e fin ar bloavezhioù 80 e Manchester pa grogas ar voest-noz The Hacienda da vezañ unan eus al lec’hioù pouezusañ e istor ar rock e Breizh-Veur. An house music hag an tekno en em sile war an dance floors hag a oa o vont d’o zro da levezoniñ ar sonerezh e Breizh-Veur, dont a ra Manchester da vezañ kreizenn ar pop culture. Souezhet eo ar strolladoù hengounel gant an acid house ; ma chom lod diseblant ez eus strolladoù all hag a ra ur fuzion gant an acid, ar rock hag ar funk, ar pezh a vo anvet « the Madchester style ».

Playlist :

- Happy Mondays : Kinky Afro (foñs son)

- Happy Mondays : Wrote for luck

- The Stone Roses : Fools Gold

- New Order : Fine Time

- The Charlatans : Indian Rope

- Northside : Shall we take a trip

- Inspiral Carpets : Dragging me down

- Primal Scream : Loaded

Levrlennadur :

- L'hacienda - la meilleure façon de couler un club - Peter Hook – Embannadurioù Le mot et le reste

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA