BOA logo

Larsen ha mediator 154 : Detroit hag an tekno

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

31 mn 4 sec 17 Meurzh 2025

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

Kreiz-kêr Detroit e-kreiz ar bloavezhioù 80 a denn d’ur film zombies. Da heul enkadenn ar petrol er bloavezhioù 70 o deus an holl uzinioù kirri-tan serret an dorioù. Al label Motown hag a chome ur simbol eus ar gêr he deus dilojet dindan heol Kalifornia. Ren a ra ar rasism, ar feulster hag an dilabour iset gant an enkadenn ekonomikel. Koll a ra Detroit er bloavezhioù 80 an hanterenn eus he foblañs : kazi daou vilion a dud a oa e 1950, ne chom nemet ur milion e fin ar bloavezhioù 80, un emdroadur a gendalc’h hiziv an deiz, gant 600 000 den o vevañ bremañ e Detroit, un drederenn anezho dindan treuzoù ar baourentez. Dija e deroù an eighties ez eus e pep lec’h savadurioù dirapar, aspadennoù lec’hiadoù greantel dilezet ha lojeizoù truezus. Serriñ a ra ar stalioù, ne c’hell ket an ti-kêr arc’hantaouiñ an treuzdougen-kêr publik, it’s a mess ! E Belleville, e fabourzhioù Detroit, e tiviz tri faotr du, Juan Atkins, Derrick May ha Kevin Saunderson, sevel ur strollad anvet The Belleville Three. Int eo a zo e orin an tekno.

Playlist :

- Cybotron : Techno City

- Kraftwerk : Numbers (tennad-son)

- Cybotron : Clear

- Digoradur unan eus e abadennoù gant The Electrifying Mojo

- Rhythim Is Rhythim : Nude Photo

- Kreem : Triangle of love

- Inner City : Big Fun

- Juan Atkins : Techno Music

- Blake Baxter : Ride em boy

- X-101 : Sonic Destroyer

- Frankie Bones : Call it techno

Levrlennadur :

- Electro une anthologie – Thomas Gaetner – Embannadurioù Grũnd

- Techno rebels, les pionniers de la techno de Detroit – Dan Sicko – Embannadurioù Allia

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA