BOA logo

Larsen ha mediator 136 : Ar rock dengar er bloavezhioù 80, Live Aid

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

1807 mn - 28 Here 2024

Er rann-mañ
e komzer :

abadennoù sonerezh
yezhoù Breizh

Donemat deoc’h tud yaouank ha kozh a Vreizh-Izel, degemer mat e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ar sizhun dremenet hor boa selaouet tonioù leun a gendruezhag a genunvaniezh e lec’h ma weled un debron a vrokusted o sevel diwar intrudu Bob Geldof a felle dezhañ stourm ouzh an naonegezh a rene e Afrika. Hag an holl da vont war e lerc’h gant e ganaouenn o vrudañ ar c’henskoazell. Met pelloc’h eo bet Geldof, savet en deus ar sonadegoù brasañ a oa bet roet da welet, heuliet gant ur miliard nav c’hant milion a dud dre ar bed a-bezh, ar pezh a sellimp a dostoc’h hiziv e Larsen ha Mediator !

 

Playlist :

- The Boomtown Rats : Like clockwork

- Pretenders : Middle Of The Road (Live Aid 1985)

- Dire Straits / Sting : Money For Nothing (Live Aid 1985)

- U2 : Bad (Live Aid 1985) (tennad_son)

- Queen : We will rock you (Live Aid 1985)

An dud klevet aterset en abadenn a zo tennet eus an teulfilmoù

- Live Aid. Against All Odds, produet gant BBC2

- The Band Aid Story, sevenet gant Andy Baybutt e 2004

 

Levrlennadur :

- Les années 80, PopUp ! Hors-série n°1 - Embannadurioù Diverti

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2025 Radio BOA