BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Larsen ha mediator 128 : Petra zo war ar stern evit ar c'houlzad-mañ ?

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

12 Eost

Er rann-mañ
e komzer :

Salud deoc’h lamponed ha lamponezed ar rock ‘n roll, ur gwir blijadur eo evidon adkavout ac’hanoc’h ar bloaz-mañ c’hoazh evit ur pevare koulzad eus « Larsen ha mediator » an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. E miz Mezheven hor boa kimiadet gant un abadenn ouestlet da brosez ar porn rock, goût a rit pa vroude ar strolladoù hair metal an hudurnaj en o c’hanaouennoù, pozioù na zleent ket kouezhañ e divskouarn ar cherubined ! Chom a raimp er bloavezhioù 80 ar bloaz-mañ c’hoazh rak kalz zo da lâret met evit an abadenn-mañ, peogwir ez eus bet embannet un toullad albomoù a-feson er mizvezhioù diwezhañ, em boa c’hoant kinnig deoc’h un nebeud tonioù o deus plijet din…

Playlist :

- Robert Jon and the wreck : Stone cold killer

- Quinn Deveaux : Very best thing

- Staples Jr. Singers : Lost in a world of sin

- Jon Muq : One you love

- MC5 : Boys who play with matches

-Rage against the machine : Take the power back

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA