BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Larsen ha Mediator 103 : Ha gouennelour e vefe rock su Ar Stadoù-Unanet ?

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

02 Du

Er rann-mañ
e komzer :

En hañv 2023 en deus Oliver Anthony, labourer-douar eus e vicher tizhet plas kentañ ar billboards gant e don Rich men north of Richmond, Richmond o vezañ kêrbenn Virginia ha kêrbenn ar stadoù kengevreet da goulz ar brezel diabarzh, un doare da ziskouez c’hoazh an disfi a chom e-keñver ar Yankees, kanaouenn adkemeret diouzhtu gant al libertarianed ha mirelourien a bep seurt. Donemat e Larsen ha Mediator, hiziv c’hoazh e chomomp e su al linenn Mason-Dixon, al linenn a rann reter ar Stadoù Unanet etre stadoù an norzh, bro ar Yankees, hag ar south, bro ar Rednecks, An Dixies, ar Rebels, he deus gwelet ul luskad sonerezh o tont war-wel er seventies : ar southern rock.

Playlist :

- Oliver Anthony : Rich men north of Richmond (tennad son)

- The Outlaws : Green grass and high tides

- Neil Young : Southern man (tennad son)

- Neil Young : Alabama (tennad son)

- Lynyrd Skynyrd : Sweet home Alabama

- Atersadenn Lynyrd Skynyrd gant Radio.com a-zivout ar banniel kengevreet

- Atlanta Rhythm Section : Redneck

Levrlennadur :

- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA