BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Larsen ha Mediator 85 : Ger stur al luskad punk : Do It Yourself

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

13 Mae

Er rann-mañ
e komzer :

Evel-just er punk ez eus ar sonerezh hag al look met berraat al luskad gant ur sell strizh evel-mañ a vefe direizh. Unan eus perzhioù al luskad zo bet ivez ar ger-stur DIY, Do It Yourself, gra anezhañ da-unan. Liammet e oa gant ur sell ekologour, enep-kapitalist hag enep-beveziñ. Al lugan « DIY or die » a ziskouez splann ar filozofiezh a oa a-dreñv : arabat gortoz tra ‘bet a-berzh ar re all. Seniñ e kavioù kentoc’h eget e salioù konsertoù evit chom dieub, produiñ e bladennoù e-unan, setu lod eus perzhioù an DIY a welimp hiziv e Larsen ha Mediator.

 

Playlist :

- Buzzcocks : Boredom

- The Mekons : Never been in a riot

- Joy Division : Digital

- Desperate Bicycles : The medium was tedium

- The Normal : Warm Leatherette

- Fad Gadget : Back to nature

- Swell Maps : Read about Seymour

- Metal Urbain : Panik

 

Levrlennadur :

- « Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 » Simon Reynolds – Allia Embannadurioù

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA