BOA logo
Radio Bro Gwened
Radio Bro Gwened

Larsen ha mediator 47 : Achapadenn e bed ar soul : Stax Records 1957-1968

Larsen ha mediator ! - Gant Radio Bro Gwened

13 Ebr.

Er rann-mañ
e komzer :

E-pad ar bloavezhioù 60 ha 70 he deus ar soul koublet an ijin, an arc’hadurioù politikel, ar blijadur, an dañs, ar c’hanaouennoù relijiel ha disakr, taolioù-arnod diniver, meuleudiennoù a chom sanket er penn, hag ur groove entanus. Dreist-holl e teu ar soul da vezañ loc’h ar boblad du,  peadra da sachañ hon evezh e Larsen ha Mediator ! Setu-ni loc’het evit ur rummad abadennoù hor c’haso eus Memphis da Detroit en ur dremen dre ur geriadenn vihan en Alabama ! Stagit ho kouriz, setu-ni distro e kavell ar rock : pradañ a reomp e Memphis en-dro e kreiz ar fifties.

 

Playlist :

 

- Booker T. and the MG’s : Jelly bread (Foñs son)

- Fred Byler & The Tunetts : Give Me Your Love

- Carla & Rufus Thomas : 'Cause I Love You

- The Mar keys : Last night (foñs son)

- Booker T & the M G 's : Green Onions

- Otis Redding : This arms of mine

- Otis Redding-Carla Thomas : Tramp

- Eddie Floyd & Mavis Staples : Ain't that good

- Otis Redding : Sitting on the dock of the bay (Foñs son)

- The Staple Singers : Long Walk To DC 

 

Levrlennadur :

 

Soul/funk : tour du monde de Memphis à Blackpool – Les Inrockuptibles

L’odyssée de la soul et du R & B – Florent Mazzoleni – Hors Collection

Lec’hienn Stax Records

 

Kenarc'hantaouet gant
Logo BOA
Logo BOA
Radio BOA
3 straed Pont-Aven
29300 Kemperle, Breizh, Frans
Mennegoù lezennel -

Al lec'hienn-mañ ne implij ket cookies

- Fardet gant Lumy © 2024 Radio BOA